Dañs Léon 1. Me m'eus bet plijadur, e Lambaol a wechou O ober tro an iliz, gand an all bannielou 2. Hag o stoui ganto dirag an aoter vraz Hag ouz o sevel kerkent, er vann, ken dres all hoaz 3. Plijadur am beze pa veze ar pardon O ober tro ar vered gand an dud a galon 4. Eno'veze gwelet, pa groge an avel, Piou oa baotred wella da zougen ar banniel 5. Ha dre ma tremened, a bep tu d'ar vali Gant o zeod flour ar merhed a roe o ali 6. Hag a rae o dibad etouez ar baotred vrao A welent, en o haera, o tremen dirazo.